Amzer Nevez présente sa saison 2022

E miz Here e vo digoret ar programm 2022/2023. Petra a vehe graet anezhañ geneoc’h ?
Daouzek sonadeg a vo kinniget gant Amzer Nevez ar bloaz-mañ evel Modkozmik Galaktik evit Menez Kernall, Soig Siberil ha Jean-Felix Lalanne, Dieze 3 hag Annie Ebrel, Rozenn Talec, KBA#9 hag all. En o zouezh e vo 9 c’hrouadenn. Diskouez a ra eo hent ha pal Amzer Nevez reiñ dorn da sonerien a zo o c’hoant don enno krouiñ ur sonerezh nevez ma vefe stag ouzh glad sonerezh Breizh pe gant o ijin. Ar sonadegoù-mañ a zo ivez un doareda ziskouez d’an holl al labour degemer arzourien o pleustriñ er greizenn : ouzhpenn 80 devezh degemer arzourien e 2022 ! Diskouez a ra ivez ar choaz a zo bet graet ganeomp akaat labour an arzourezed war wel : 45 % a verc’hed a vo war leurenn Amzer Nevez ar bloaz-mañ, tost d’ar pal a 50 % rakwelet ga neomp
Oc’hpenn skigniñ arvestoù a ra ar greizenn sevenadurel. Ha gellet a rit lavaret deomp muioc’h a-zivout kefridioù ar greizenn sevenadurel Amzer Nevez ?
Daou zanvez all a vez kaset da benn gaeneomp : degemer obererezhioù kevredigezhioù all ha pa vefe gant stajoù, pleustradegoù, pe emvodoù kaset da benn gant bagadoù pe c’hoazh gant kelc’hioù keltiek : Sonerion, Kenleur, Gouel
Etrekeltieg An Orianthag all. Arabat disoñjal Stumdi gant e stajoù brezhonek 6 miz. Degemer a reomp skolioù evit meur a zevezh evit mareoù dizoloiñ ar vro, an endro hag all. Kinnig a reomp kentelioù brezhoneg ha sonerezh bep sizhun
ivez.
Er-maez ag ar greizenn ivez he dez Amzer Nevez raktresoù, asambl get kevelerion arall (skolioù pe kevredigezhioù, da skouer…) ?
Amzer Nevez a ya er maez d’e di ivez evit darvoud-mañ darvoud : hantererouriezh sevenadurel er skolioù, da laret eo goulenn digant un arzour labourat gant skolidievel e oa bet graet gant Elodie Jaffré tro-dro he raktres « Kanour noz » warlene. Posubl e vo mont da welet un diskouezhadeg ar bloaz a zeu e Mediaoueg Plañvour diwar-benn Kanour noz bepred. Aozañ a reomp sonadegoù e parrezioù all Bro An Oriant ivez e-pad an hañv. Skignañ a reomp hor sonadegoù e lec’h all ivez, er gouelioù pe e salioù sonerezh all ar vro.